Robert Silverberg

Robert Silverberg
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRobert Silverberg Kemmañ
Anv-bihanRobert Kemmañ
Anv-familhSilverberg Kemmañ
Deiziad ganedigezh15 Gen 1935 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBrooklyn Kemmañ
PriedBarbara Silverberg, Karen Haber Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Michersenarioour(ez), romanter, skrivagner, skrivagner skiant-faltazi, oberour Kemmañ
Bet war ar studi eErasmus Hall High School, Columbia University Kemmañ
Lec'h annezBrooklyn Kemmañ
Deroù ar prantad labour1955 Kemmañ
Relijionyuzevegezh Kemmañ
List of worksRobert Silverberg bibliography Kemmañ
Oberenn heverkDying Inside, Treasures beneath the sea, Good News from the Vatican Kemmañ
Tachennskiant-faltazi Kemmañ
Levezonet gantRoger Zelazny, Jack Vance Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://robert-silverberg.com Kemmañ

Robert Silverberg e 2009

Robert Silverberg (Brooklyn, New York), 15 a viz Genver 1935) zo ur skrivagner skiant-faltazi stadunanat. Meur a wech en-deus gounezet ar prizioù Hugo ha Nebula.

Silverberg, ul lenner bras anezhañ, a grogas da ginnig danevelloù da gelaouennoù skiant-faltazi pa ne oa nemet ur c'hrennard. E Skol-Veur Columbia e studias ha degemer a reas ur Bachelor of Arts e lennegezh saoznek e 1956. Embann a reas e romant kentañ, Revolt on Alpha C e 1955 hag er bloaz war-lerc'h e c'hounezas ar priz Hugo. Betek 1959 e skrivas danevelloù niverus evit kelaouennoù skiant-faltazi. Pa'z eas fall an traoù gant al lennegezh SF ha treut ar peuriñ gant ar skrivagnerien er bloavezhioù 1960 e voe rediet Silverberg da labourat war dachennoù lennegel arall, adalek an Istor betek ar soft-porn.

En eil hanterenn ar bloavezhioù 1960 avat e krogas skrivagnerien da gaout c'hoant da skrivañ gwelloc'h lennegezh. Frederik Pohl, rener teir c'helaouenn, a ginnigas da Silverberg skrivañ evitañ. Adkregiñ a reas neuze da skrivañ skiant-faltazi. Kalz muioc'h e taolas evezh neuze ouzh an tudennoù hag ar c'hevredigezhioù a live.

Al levrioù a skrivas er maread se a vez kavet kalz gwelloc'h eget ar re a skrive kent. An hini kentañ anezho a voe To Open the Sky ma liv-eñv ur relijion nevez o skoazell an dud da dizhout ar stered. Heuliet e voe gant Downward to the Earth, ur romant levezonet gant oberennoù Joseph Conrad.

E 1969 e c'hounezas R. Silverberg ar priz Hugo evit e romantig Nightwing. Ar priz Nebula a c'hounezas e 1970 evit an danevell Passangers, e 1971 evit ar romant A Time of Changes], e 1975 evit e romantig Born with the Dead hag e 1986 evit Sailing to Byzantium. E 1990 e c'hounezas an Hugo adarre evit ar romantig Enter a Soldier. Later: Enter Another hag e 2004 e voe anvet da Vestr Bras gant an aozadur Science Fiction Writers of America.

Skuizh ha klañv en em stalias Silverberg war an aod kornôgel e 1972, hag e 1975 ec'h embannas e paoueze da skrivañ. D'al lennegezh e tistroas e 1980 avat gant Lord Valentine's Castle, a zo aet da sichenn ar stirad Majipoor.

Div wech e oa bet dimezet. Gant e wreg kentañ, Barbara Brown, e oa bet dimezet e 1956. Dibriediñ a reas e 1986 ha gant Karen Haber e timezas e 1987. O chom e Montclair e Kalifornia emañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy